Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —

karomp ket er bed-ma ! Hag a rebechou a gavo hon ene da damall d’e-omp er bed-all da viken, ma ne garomp ket ac’hanoc’h war an douar ? O va Jezus ha va Doue, me ne fell ket d’in mervel hep karet ac’hanoc’h euz a holl nerz va c’haloun. Keuz am beuz da veza pèc’het, keuz am beuz ha mervel gant glac’har d’am fec’hejou a garfen. Evit brema e karan ac’hanoc’h dreist pep tra, ho karet. a ran muioc’h eget n’en em garan va-unan ha d’e-hoc’h-hu, a vrema, e roan holl deneridigez va c’haloun. Digan-e-hoc’h eo em beuz bet ar c’hoant-se, grit, va Jezus, m’am bezo an nerz da ober mad pep tra dioc’h ar c’hoant am beuz ! O va Jezus tener ha mad, c’houi hep-ken a zo a-walc’h d’am ene ! Brema eta pa ho peuz va c’haset d’hoc’h heul ha d’ho karet, brema e tilezan pep tra evit beza d’e-hoc’h-hu hep-ken, c’houi hep-ken a zo a-walc’h d’in. Gwerc’hez Vari, mamm va Doue, pedit evid-oun ho Map Jezus, ha grit ma vezin santel er bed-man ha sant er Baradoz. Rouanez an nev, c’houi a ra ken aliez a vurzud, c’houi a laka ar bec’hèrien da veza sent, grit, me ho ped, ma vezin unan anezho.


————