Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 27 —

falvezet gant-han ez afemp d’an nev, goude beza bet a-unan gant-han war an douar dre ar garantez ar vrasa, ha dindan spesou ar bara e Sakramant an Aoter. Evit gwir, ne welomp ket hon Doue, hen a-vad a-wel ac’hanomp hag a zo gan-e-omp evel hon tra ; en em guzet a ra ouz-omp evit ma c’hoantaimp kaout anezhan muioc’h aze, ha ken na vezimp enn hor bro, a zo an nev, Jezus-Krist a fell d’ezhan beza holl d’e-omp hag a-unan gan-e-omp.

8. — Nebeud a dra e voa evit Jezus-Krist en em ober den ha mervel evit ar bed holl : he garantez a gavaz c’hoaz d’en em rei holl da bep-hini ac’hanomp, ha setu perak e lakaaz ar Zakramant euz an Aoter. Dre ar gommunion zantel, Jezus en em laka unan gant an ene a den da veza unan gant Jezus ; neuze int unan ho daou, ne d-eo ket a-vad dre ar garantez hep-ken, dre eur garantez wirion ha beo eo a-vad. Setu ama petra lavar sant Fransez a Zal diwar-benn ar garantez-se : « Hor Zalver, eme-z-han, ne d-eo e nep leac’h ken tener ha ker karantezuz, evel ma ’z eo e Sakramant an Aoter. » Eno ez a da netra, koulz lavaret ; eno, e teu da veza eur boed evit gellout mont enn eneou ha beza e-kreiz kalounou ar gristenien vad. Ker flamm e voa karantez Jezus ouz-omp, ma falvezaz d’ezhan e vijemp unanet gant-han, na vijemp mui, ni hag hen, nemet unan hep-ken.

9. — « O Doue, pried an eneou, eme zant Lauranz Justinien, falvezet eo bet gan-e-hoc’h ne vije ho kaloun hag hor c’haloun-ni nemet