Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/271

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 269 —


Peden. — Ankounac’hait, va Doue, pec’hejou he iaouankiz hag an droug en d-euz great, hep gouzout kalz petra ’rea, hag abalamour d’ho trugarez hep muzul, o pet sonj out-han, euz ho Paradoz. Digorit d’ezhan an nev, ra zeui an Elez da gemeret perz enn he levenez. Roit eur plas, enn ho rouantelez, d’an hini oc’h euz krouet. Ra zeui sant Mikeal, mestr armeou an nev d’hen digemeret ; ra zeui Elez Doue d’he gerc’hat evit he zougen da Jeruzalem an nev. Ra vezo digemeret mad gant an abostol euruz sant Per, a zo roet d’ezhan alc’houeziou ar Baradoz ; ra vezo sikouret gant an abostol Paol, en deuz sentet ker mad ouz mouez an Aotrou Doue. Ra vezo difennet mad gant sant Iann, abostol karet Jezus, a zo bet roet da anaout d’ezhan misteriou an nev. Ra zeui an holl Ebestel, hag o d-euz bet ar galloud da liamma ha da ziliamma an eneou, da bedi evit-han. Ra zeui an holl eneou santel, hag o d-euz gouzanvet war an douar evit hano Jezus, d’her pedi evit-han. Ha neuze, distaget dioc’h he gorf, en devezo an eur-vad da erruout e gloar ar Baradoz, dre c’hras hor Zalver Jezus-Krist, a vev hag a ren gant Doue. an Tad ha gant ar Spered-Santel, a-viskoaz da virviken. — Evel-se beget great !


Peden da veza lavaret raktal goude ar maro


————


Holl Zent an nev, roit sikour d’an ene a ia diwar an douar-ma. Elez Doue deuit d’he