Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/267

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 265 —


Peden. — Va Doue, leun a drugarez, va Doue, leun a vadelez, digor ato ho kaloun d’an druez evit roi ar pardoun d’ar re o deuz glac’har d’ho fec’hejou, hag evit lamet diwar-n-ho betek an diveza euz ho fec’hejou tremenet : sellit gant madelez, ni ho ped, ouz ho servicher X… (pe servicherez) ; pardounit d’ezhan (pe d’ezhi) he holl bec’hejou (pe he holl fec’hejou) ; ho anzao a ra ha goulenn a ra truez. O tad madelezuz, renevezit enn he ene ar pez a zo bet saotret pe gollet dre ar zempladurez, ha dre fallagriez ha gevier an droug-spered. Grit ma vezo unan euz bugale hoc’h Iliz enn nev, pa ’z eo gwir oc’h euz he brenet dre ho maro. Lezit ho kaloun da veza tenereat gant he glemmou hag he zaelou ; hag evel n’en d-euz fisianz nemed enn ho madelez, plijit gan-e-hoc’h he zigemeret enn ho rouantelez. — Evel-se bezet great !

Peden. — Va breur ker, (pe va c’hoar ger), ho kinnik a ran da Zoue holl-c’halloudek, ho lakaat a ran etre daouarn ho Krouer, evit ma c’hellot, goude beza paet, dre ar mare, dle pep den er bed-ma, distrei da gaout an Hini en deuz great ac’hanoc’h euz eun tamm pri.

Ra zeui an Elez skeduz da gerc’hat hoc’h ene, pa ’z ai euz ar c’horf ; ra viot digemeret. mad gant an Ebestel a dle beza ive barnèrien ; ra zeui ar Verzerien gloriuz d’ho kerc’hat ; ra vezo ar Govesored ken santel enn-dro d’e-hoc’h, evit hoc’h enori ; ra zeui ar Gwerc’hezed ken laouen d’ho tigemeret enn nev ;