Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/266

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 264 —

Ouz he puanegez.
Ouz ankeniou ar maro.
Ouz eur maro fall.
A boaniou an ifern.
Ouz peb droug.
Ouz galloud an droug-spered.
Dre ho kinivelez.
Dre ho kroaz hag ho pasion.
Dre ma ’z oc’h bet maro ha sebeliet.
Dre ma ’z oc’h deuet a varo da veo.
Dre ma ’z ec’h pignet enn nev.
Dre c’hras madelezuz ar Spered-Santel.
Da zeiz ar varn.
Pec’herien ma ’z omp, ni ho ped, hor selaouit.
Da gaout truez out-han (pe out-hi) ; ni ho ped, hor selaouit.
Aotrou Doue, o pet truez ouz-omp.
Jezus-Krist, o pet truez ouz-omp.
Aotrou Doue, o pet truez ouz-omp.


Pa vez ar c’hlanvour enn he basion


————


It euz ar bed-ma, ene kristen, enn hano Doue an Tad holl-c’halloudek, en d-euz ho krouet, enn hano Jezus-Krist en d-euz ho prenet dre he varo, enn hano ar Spered-Santel, a zo diskennet war-n-hoc’h ; enn hano an Elez hag an Arc’helez, enn hano an nao rumm Elez an nev, enn hano ar Batriarched hag ar Brofeted, enn hano an Ebestel hag an Avielerien, enn hano ar Verzerien hag ar Govesored, enn hano ar Venec’h hag an Ermited santel, enn hano holl Zent ha Sentezed an Aotrou Doue. Ra viot enn eul leac’h a beoc’h : ra ’z eot da Jeruzalem an nev. — Evel-se bezet great !