Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/243

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 241 —

rion da veza santel, ne c’hellimp birviken kerzet buan gant hent ar zantèlez.

12. — D’an trede, lakaat stard enn hor penn ez aimp hag e pignimp d’ar zantèlez. Hen-nez eo an hent ma trec’himp dre-z-han kement tra a har-zo ouz-omp, bete zo-ken an dic’halloudègez hag an diegi or beuz ; anez ober kement-se, an ene, laosk atao, a goues pep tro ma stok oc’h an distera tra.

13. — D‘ar pevare, ober bemdez ar beden a galoun epad eun heur da vihana, ha pegement-bennag e vemp enouet, peger braz-bennag e ve ar zèc’hor hag an enkrez or beuz o pedi, derc’hel da bedi atao, nemet red e ve e gwirionez dilézel ar beden-ze evit senti.

14. — D’ar pemped, kommunia meur a weach er zizun, gant ali an tad-kovesour, rak arabad eo e kommunifemp, ma na lavar ket d’e-omp. Evel-se ive a dleer da ober e-kever kastiza ar c’horf, iun ha dougenn eur siliz ; anez senti, ar c’hastizou-ze, e-leac’h ober vad, a rafe gaou oc’h ar iec’hed, hag a ve d’an ene abek marteze da gaout ourgouill. Rak-se eta ez eo red enn traou-ze senti atao oc‘h an tad-kovesour, a reno ac’hanomp evit ar gwella.

15. — D’ar c’houec’hved, red eo pedi hep paouez, goulenn oc’h an Aotrou-Doue kement tra or beuz izomm, pedi

ive hon eal mad, hor zant-paeroun, ha

14