Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —

hag ho karet a ran euz a greiz va c’haloun. O va ene, kar eun Doue a zo bet liammet evel eun torfedour, skourjezet, goapeat ha staget oc’h eur groaz evit da zilvidigez. Ia, va Zalver ha va Doue, karet a ran ha karet ac’hanoc’h a fell d’in da virviken ; grit ma talc’hinn sonj mad euz ar poaniou ho peuz gouzanvet evid-oun ha na ankounac’haïn ket ive dont d’ho karet.

Liammou sakr, c’houi ho peuz staget Jezus, va Zalver, stagit ac’hanoun ive stard oc’h Jezus ; drein spern a ioa eat e penn Jezus tro-war-dro, toullit doun va c’haloun ha grit ma karin Jezus evit mad ; tachou kalet a dreuzas treid ha daouarn Jezus, stagit ac’hanoun oc’h ar groaz, evit ma vevin ha ma varvin a-unan gant Jezus. Goad sakr Jezus, mesvit ac’hanoun gant karantez va Doue ; maro Jezus, grit ma varvin da c’hoantegèsiou an douar. Treid va Zalver, briataat a ran ac’hanoc’h, tennit ac’hanoun euz an ifern, rak eno, siouaz ! ne ven mui evit karet ac’hanoc’h, o va Jezus, c’houi a zo ker mad ; saveteit ac’hanoun ha grit ma vezin atao a-unan gan-e-hoc’h, mirit na bellaïn morse diouz-hoc’h. Gwerc’hez Vari, mamm va Zalver, astennit ho tourn da eur pèc’her paour en deuz c’hoant da garet he Zoue ; en em erbedi a ran ouz-hoc’h, roit nerz d’in dre ar garantez ho peuz oc’h Jezus.


————