Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —

ar re en deveuz bet kemend-all a boaniou evit-ho. »

Neuze he zaelou a ziredaz ker stank, ma lakeaz ive da ouela an hini en devoa goulennet an dra-ze out-han. Ar zant-se a ouele o klèvet eun eon o klemm war-lerc’h he vamm, pe evit eun dra-bennag all disteroc’h c’hoaz ; neuze e teue da zonj d’ezhan euz a boaniou Jezus-Krist. Bez’ e voa klanv eun dervez, pa voe lavaret d’ezhan lenn eul levr mad-bennag. Va levr, emez-han, a zo Jezus oc’h ar groaz. Setu perak e kelenne atao ar re a ioa dindan-han da zonjal bepred e poaniou hor Zalver, rak piou-bennag ne deu ket he galoun da domma gant karantez, o welet Jezus oc’h ar groaz, hen-nez, eme-z-han, ne garo Doue birviken.


Peden a Garantez


Jezus va Doue, tremenet ho peuz tri bloaz ha tregont e-kreiz al labourou hag ar poaniou, roet ho peuz ho koad hag ho puez evit savetei an holl dud, enn eur ger, ne d-euz netra na vent bet great gan-e-hoc’h evit beza karet gant an dud. Hag hi o c’houzout an dra-ze, penaoz e c’hellont-hi c’hoaz choum hep karet ac’hanoc’h ? An dud-ze dizanaoudek a zo anezho evelato, ha me zo-ken a zo gant unan anezho. Keuz am beuz, o va Jezus ; bezit truez ouz-in ! Va c’haloun a roan d’e-hoc’h evit an droug am beuz great enn ho kever ; kinnig ha rei a ran anezhi d’e-hoc’h, o va Doue. Mar d-oun bet dizanaoudek, hag ez oun ’bet, keuz ha glac’har am beuz brema. Ia, keuz am beuz,