Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —

ar pèc’her hag ar muia karantez d’ar c’halounou tener. Euz a be-leac’h e teu d’e-omp-ni kement vad hor beuz, nemet euz a groaz hor Zalver ? Euz a be-leac’h hor beuz-ni fisianz e vezo lamet hor pec’hejou hag ez aïmp d’ar Baradoz ? Euz a be-leac’h e teu d’e-omp nerz a-eneb an temptasionou, euz a be-leac’h ar sklerijen, ar garantez hag ar c’hoant hor beuz da zistrei oc’h Doue nemet euz a boaniou hor Zalver ? Abek en doa eta an Abostol sant Paol da lavaret ez eo eskumunuget an hini ne gar ket Jezus-Krist.

21. — N’euz netra hag a ve ker mad da lakaat eun ene da zont da veza santel, eme sant Bonavantur, evel ma’z eo pedi a galoun ha gant preder war Jezus-Krist stag oc’h ar groaz ; alia a ra ac’hanomp da bedi bemdez evel-se, mar fell d’e-omp e kreskfe karantez Doue enn-omp ; sant Augustin a gred e kresk muioc’h dirak Doue ar mad a zo enn-omp, o skuilla eur berad daelou hep-ken war maro ha gloasiou hor Zalver, eget na greskfe o iun bemdez diwar bara ha dour. Dre-ze e welomp n’ho deveuz bet ar zent ken preder nemet da bedi ha da ouela e-c’harz treid ar groaz. Setu penaos ez eo deut sant Fransez Asiz da veza evel eun eal war an douar. Eun dervez ma rede stank an daelou euz he zaoulagad, unan-bennag a c’houlennaz out-han perak e ouele :

« Gouela a ran, eme ar zant, war ar poaniou hag ar vez en deuz bet va Zalver da c’houzanv ; hag ar pez a c’hlac’har muia va c’haloun eo gwelet ez eo ankounac’heat gant an dud, gant