Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —

deut oc’h evit deski d’in beva er-vad, ha setu em beuz evel kollet va spered. o ! mar d-eo ho karantez eo am laka evel fall ha diskiant, eurusa follentez ! fura follentez ! Grit, Aotrou va Doue, ma vezin evel-se epad va buez hed-da-hed ! Kement tra a welan oc’h ar groaz a lavar d’in karet ac’hanoc’h, o va Jezus ! ar c’hoat, gouliou ho korf sakr, ha dreïst pep tra ho karantez a zesk d’in karet ac’hanoc’h muioc’h-mui, ho karet hep ankounac’haat ac’hanoc’h birviken.

19. — A-raok karet Jezus gant eur wir garantez, ez eo red klask an hent mad, ha setu penaos, eme zant Thomaz, e teuimp a-benn da gemeret an hent-se. Da genta, ez eo red e ve atao dirak hon daoulagad madelesiou Doue e-kever an holl hag enn hor c’hever hon-unan ; d’an eil, lakaat evez ema an Aotrou-Doue bepred o c’hober d’e-omp eur vad-bennag, ne baouez da garet ac’hanomp hag e fell d’ezhan, d’he dro, e ve karet ive gan-e-omp ; d’an trede, diouall mad ouz an distera tra a ve da zisplijout d’ezhan ; d’ar pevare, dilèzel holl draou an douar : ar madou, an enoriou hag holl c’hoantegesiou fall ar galoun. An tad Tauler a lavar c’hoaz : « Kaera a zo evit karet Jezus-Krist gant eur wir garantez eo lakaat ar spered da choum hep distrei diwar he boaniou evid-omp. »

20. — Trei hor spered war boaniou hor Zalver a zo, e-touez an oll bedennou santel, ar wella, an denerusa, an hini a blij muia da Zoue, hag a re ar muia laouenedigez da galoun