Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/208

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 206 —

leun a c’hras ha dinam ganet, nan, ne d-euz nemet-ho hep-ken a gement ho defe miret ar gourc’hemen-ze hed-a-hed. Evid-omp-ni, bugale baour Adam, hor c’harantez ouz Doue a zao dre-z-hi atao war an douar eur strouezen fall-bennag, nemet enn nev el leac’h ma welimp Doue evel m’ema, nemet eno hep-ken ne garimp anezhan hag e vezo red d’e-omp he garet euz a holl nerz hon ene.

11. — Sonj hor spered, c’hoant hor c’haloun hag an holl fisianz hor beuz a dle beza troet war-zu mont gant Doue d’an nev, evit he garet gant karantez, evit beza euruz euz he eurusded he-unan. Dudi vrasa ar zent enn nev a zo anaout eurusded braz-meurbed ho muia-karet, rak er baradoz e karont Doue kalz muioc’h evit n’en em garont ho-unan. Ar zent holl, dre ar garantez ho deuz oc’h Doue, a rafe laouen ho eurusded hag a c’houzanvfe an holl boaniou, evit kreski eurusded an Aotrou-Doue, ma ve evit kaout eun diouer-bennag. Gwelet eta ez eo Doue euruz-meurbed hag e pado he eurusded da-viken, ar zonj-se a zo dudi ar re euruz er baradoz.

Evel-hen eo e tleer anaout ar pez a lavar an Aotrou-Doue d’an ene mad, pa zigor d’ezhan dor an nevou : it da joa ho Toue. Ne lavar ket d’ar joa, d’al levenez mont enn ene, pa ’z eo joa Doue eo a ra joa ar re euruz ; evel eo pa lavarfe mad an Aotrou-Doue he binvidigèsiou hag he eurusded a zo mad, pinvidigèsiou hag eurusded ar re zalvet.

12. — Dioc’h-tu ma tigor dor ar baradoz da