Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/204

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 202 —

garantez e vez er galoun c’hoant da gaout digoll ha pae vad an nev, hag ar bae vad-ze a zo Doue he-unan, a zo hen hep-ken, eurusded an eneou euruz enn nev. Ar vignounach a fell d’ezhi e ve ar mignoun gant he vignoun.

6. — Madou an nev a vez daou-hanteret ha rannet dre en em zarempredi, evel a lavar Pried ar ganaouen zakr. An ene en em ro holl da Zoue enn nev, ha Doue, d’he dro, en em ro holl d’an ene, dioc’h ar galloud en deuz he-man d’he zigemeret ha dioc’h ar mad a zo bet great gant-han war an douar. An ene oc’h anaout ne d-eo netra e-skoaz d’ar vadèlez vraz-meurbed a Zoue, hag ive o welet pegement e talv e ve karet an Aotrou-Doue gant-han muioc’h eget na dalv e ve karet he-unan gant Doue, an ene dre-ze a c’hoanta muioc’h ar pez a blij da Zoue eget ar pez a blij d’ezhan he-unan. Mar d-eo laouen an ene gant gloar Doue o tont d’ezhan, ne d-eo avad nemet evit kas ha distrei he c’hloar d’an Aotrou-Doue enn eur lakaat anezhi da greski muia ma c’hell. An ene, pa ’z a d’an nev ha pa wel an Aotrou-Doue, ne d-eo ket evit miret d’he garet euz he holl nerz, ha Doue ive ne d-eo ket evit kasaat an hini a gar anezhan. Ma ve Doue, ar pez ne c’houfe birviken c’hoarvezout, evit kaout kasoni oc’h eun ene en deuz karantez out-han, ha ma ve ouc’h-penn eun ene euruz evit choum hep karet Doue, e kredan lavaret heb aoun e ve gwell gant an ene-ze gouzanv holl boaniou an ifern enn eur garet Doue, ha pa na ve ket karet gant-han, eget na ve beva hep karet an Aotrou-