Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/203

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 201 —

dre ma c’hwie er-vad e voa he garantez da neb her c’hare, ha neuze e veze e peoc’h hag enn eul levenez vraz ; Tro en devoa eta ar fur Salomon da lavaret en devoa bet pep tra dre ar garantez.

4. — Ar c’henta tra a glask fisianz eur c’hristen mad da gaout eo mont gant Doue d’an nev. Arabad eo kredi eta e ve ar fisianz hor beuz da gaout Doue enn nev evit miret ouz-omp da gaout ar wir garantez war an douar. Ne c’hell an eil anezho mont heb e-ben. Ar garantez a zo an tenzor kaer-ze a laka ac’hanomp da veza mignouned da Zoue. Ar vignounach a laka ar madou ha pep vad war zaou-hanter etre ar re en em gar, anez, ne ve mignounach vad e-bed. Jezus-Krist en deuz lavaret d’he ziskiblien e tiskouezo d’ezho kemend vad en doa, o veza ma voant he vignouned.

5. — Sant Fransèz a Zal a lavare : ma vije eun Doue, mad enn tu all da hep mad, eun Doue ha ne vije d’ezhan nag hor c’horf nag hon ene, eun Doue, enn eur ger, n’en divije pe welje war-n-omp (ar pez ne c’hell ket beza) ha ma n’en devije netra da ober gan-e-omp na ni gant-han, mui eget estren etre-z-ho, neuze evit gwir, eme ar zant-se, e lakafemp e ve an Doue mad-ze dreist hor stad-ni hag hor befe marteze c’hoant d’he garet, hogen ne garfemp tamm anezhan, rak ar garantez a zao euz an darempred hag euz an unvaniez. Ar garantez a zo eur vignounach hag ar vignounach a deu o tarempredi hag o veza evel unan. Setu perak, war a zesk d’e-omp Sant Tomaz, oc’h heul ar