Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/202

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 200 —

zistag dioc’h an douar hag a ia war nij da veza unan gant Doue dre ar garantez.

2. — Evel ma ’z eo mad ar fisianz da greski hor c’harantez ouz Doue, evel-se ive ar garantez a gresk hor fisianz. Dre ar garantez omp deuet da veza bugale da Zoue. Hervez lezen ar reiz ez omp labour he zaouarn, hag hervez lezen ar c’hras ez omp bet great bugale da Zoue hag e talc’homp a wenn Doue, hag evel pa lavarfemp, ez omp ganet anezhan. Pa ’z omp eta dre ar garantez deut da veza bugale Doue, ar garantez ive a ro d’e-omp perz ha gwir e rouantelez an nevou, rak d’ar vugale eo choum e ti ho zad ha d’ar perc’hen kaout he dra ; ar garantez, dre-ze, a gresk ar fisianz e vezo d’e-omp mad an nev da viken. Dre ’n abek-ze, an eneou a gar Doue, e gwirionez, ne baouezont da lavaret d’ezhan enn ho fedennou ; ho rouantelez deuet d’e-omp.

3. — Doue a gar an hini en deuz karantez out-han. Grasou a-leiz a ro d’an hini a glask anezhan ha dre-ze, seul-vui e karer Doue, sel-vui ive e tleer kaout fisianz enn-han. Ar fisianz-ze eo a zigas d’ar zent eur peoc’h braz-meurbed, eur peoc’h a choum enn ho ene e-kreiz ar c’hlenvejou hag ar poaniou brasa, rak dre ma karont Doue ha mac’h anavezont peger mad eo e-kever ar re a gar anezhan, e lakeont enn-han ho holl fisianz hag e kavont ho feoc’h enn-han. Setu perak, Pried ar ganaouen zantel a ioa, koulz lavaret, war neun e-kreiz eur mor a zudi. O veza ne gare nemet he muia-karet, ec’h en em harpe warn-ezhan hep-ken.