Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/200

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 198 —

e-bed, neb a gav dudi e pep leac’h ; reuzeudik enn enep eo an hini a zo poaniet ha gwall-gaset gant an dud. Ar re-man eta mar kredont gwirionesiou an aviel, ne d-eo nemet eun nebeud, me her lavar c’hoaz, rak an neb a gred, evel ma ’z eo dleet, a gav d’ezhan ez eo euruz o veza paour, klanv, disprizet ha goapeat gant ar bed. Setu e pe zoare e kred hag e komz an hini a zo beo-buezek he feiz, an hini, ouc’h-penn kredi, a gerz penn-da-benn gant hent an aviel, hag a gar Jezus-Krist gant eur wir garantez.


Peden a Garantez


O va Jezus, buez va ene, kredi a ran ez oc’h ar mad ne d-euz nemet-han da veza karet ; kredi a ran ez oun karet-meurbed gan-e-hoc’h, pa ho peuz bet ar vadèlez da c’houzanv pep seurt poaniou hag ar maro zo-ken evit savetei ac’hanoun. Kredi a ran ne d-euz war an douar nag enn nev eurusded e-bed brasoc’h eget ho karet hag ober e c’hiz ma karit ; kredi a ran ez eo ho trugarez dreist pep trugarez ; fisianz am beuz enn ho madèlez vraz meurbed hag ho karet a ran ; karantez hep kemm na ment, a zo en em roet da vervel evid-oun hag en em roet d’in e sakramant an aoter, en em rei holl a ran d’e-hoc’h, ouz-hoc’h ec’h en em erbedan, va diouallit, Gwerc’hez Vari, mamm ar bèc’herien ha va mamm-me ive,