Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —

ho foaniou, ar mall ho deuz da gaout ha da c’houzanv ar pez a laka nec’h ha spount e kaloun tud ar bed. Sant Amgroaz a lavar : gloar ar c’hristen mad a zo o tougenn war-n-ez-han he-unan merkou kroaz Doue.

17. — Ha penaos, o va Doue, e c’hallin-me rei d’e-hoc’h netra hag a dalfe ho karantez vraz-meurbed ? Dleet e ve rei goad evit goad. Plijet gan-e-hoc’h eta e c’hallfen-me skuilla va goad evid-hoc’h war ar groaz a vriataan ! O kroaz sakr, digemerit ac’hanoun etre ho tivreac’h ! Kurunen galet, digorit, digorit frank evit ma c’hellin lakaat va fenn e-kichen penn va Zalver ! Ha c’houi, tachou lemm ha kriz, deut buan er meaz euz a zaouarn glan va Doue, deut d’am zoulla bete poull va c’haloun, evit ma ’z aïo doun enn-hi ar c’hlac’har hag ar garantez ! Marvet oc’h, eme zant Paol, evit beza Roue dre ar garantez war ar re veo ha war ar re varo.

18. — An nerz euz ho karantez, an nerz-se a zistag ar c’halounou diout-ho ho-unan, bez’ e deuz ive torret ha teuzet ar skourn a ioa enn hor c’halounou-ni, va Doue ! ha breman eo beo enn-ho tan ho karantez. Mesvit, mesvit anezho gant gwin ho koad sakr, kreskit enn-ho ho tan amm, evit ma vezint teuzet gant ho karantez. Ho kroaz, Aotrou va Doue, a zo rouanez ar c’halounou : grit mac’h anavezo an holl eo perc’hen va c’haloun-me. O va Jezus ha va fl c’harantez, ha petra hoc’h euz-hu great ? Deuet oc’h evit va farea, ha setu em oun evel pa em be bet eun taol digan-e-hoc’h em c’haloun ;