Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/199

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 197 —

deuz rak barnedigez Doue; ha ma tilesfent ho buez fall ha direiz evit en em rei da garet Jezus-Krist, neuze e tilavarfent ar gaou hag e kredfent an oll gwirionesiou a zo desket gant Doue ha gant he Iliz.

6. — An hini a gar Jezus-Krist gant eur wir garantez a zo atao he spered troet war-zu gwirionesiou ar feiz hag a gas he vuez hervez gourc’hemennou Doue. Anaout a ra, evel ar fur, n’eo nemet moged, fank ha gaou kement tra zo war an douar ; gouzout a ra ema eurusded an ene o karet he Grouer hag oc’h ober ar pez a zo karet gant-han ; gouzout a ra ne d-eo an den netra nemet ar pez ma ’z eo dirak Doue, ha ne dalv d’ezhan netra gounid ar bed mar koll he ene, gouzout a ra ne d-eo ket madou an douar evit karga kaloun an den, nemet gant Doue e ve-hi, birviken n’e devezo a-walc’h ; enn eur ger, gouzout er-vad a ra ez eo red rei pep tra evit kaout pep tra.

7. — Kristenien zo c’hoaz ha ne d’int ket ken direiz hag ar re genta-ze hor beuz komzet anezho ; ar re-man a gred e gwirionez ; hogen ho feiz ne d-eo ket kre tamm e-bed. Kredi a reont ar misteriou hag ar gwirionesiou a zo desket d’ezho ; nemet eun darn zo enn ho zouez ha ne gredont ket, setu ama penaos. Jezus-Krist en deuz lavaret : euruz ar re baour, euruz ar re ho deuz poan hag anken, euruz ar re a zo kastizet, gwall-gaset ha milliget gant an dud. Ha kredi a reont ar pez a zo enn aviel ar re a gomzan diwar ho fenn hag a lavar : euruz neb en deuz arc’hant, nep n’en deuz poan