Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/198

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 196 —

ve lezen e-bed da viret an dra-ze out-han, ne ve poan e-bed da gastiza anezhan ; klask pellaat he spered a ra dioc’h gwirionesiou ar feiz. dioc’h sonj ar maro, ar varn, an ifern, dioc’h kement a den, enn eur ger, da spounta anezhan e-kreiz he zudiou, a zo neuze dre-ze c’houero-meurbed d’he galoun ; klask kredi a ra ne d-euz nag ene, na Doue, nag ifern evit gellout heva ha marvel evel eul loen n’en deuz na feiz na reiz.

4. — Ar vuezègez direiz eo a laka da zevel kemend-all a levriou fall, kemend-all a dennou faoz e-touez an dud. Darn zo hag a nac’h e ve eun Doue, darn all a lavar Doue ne wel netra euz a gement en deuz great : goude kroui an dud, Doue, eme-z-ho, n’ema mui e poan gant-ho, ha ne ra forz pe e vezint salvet pe zaonet. Re all zo c’hoaz hag a lavar ez eo Doue didruez pa ra an eneou evit mont d’an ifern, pa zoug anezho da bèc’hi, evit ma vezint kollet ha ma tèvint e-kreiz an tan da viken.

5. — Ha peger fall ha pegen dizanaoudek eo an dud ! An Aotrou-Doue en deuz krouet anezho, dre eun drugarez ar vrasa, evit ma vezint euruz da viken ; sklerijen ha grasou en deuz skuillet war-n-ezho gant largentez, evit ma c’hellint mont gant-han d’an nevou ; prenet en deuz anezho gant he c’hoad, dre ar gwasa poaniou, dre eur garantez dreist pep karantez, hag an dud evelato a glask choum kep kredi netra. evit beva enn ho roll. Kaer ho deuz koulskoude ne vezint birviken evit tèc’het dioc’h mouez ho c’houstianz na dioc’h ar spount ho