Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/191

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 189 —

a zo karet gant Doue, da labourat evit dont da veza santel hag evit ma c’hellint ho gwelet eun deiz enn nev. Da betra eta ez eo mad an daelou ? An tad Joseph Karaksiolo, deut war an oad, oc’h en em gavout eun deiz e touez he dud, a ouele bemdez unan euz he vreudeur e ioa nevez maro, a lavaraz : « Dalc’homp hon daelou evit gouela maro Jezus-Krist a zo bet hon Tad, hor Breur hag hor Pried. Jezus-Krist a zo marvet dre garantez ouz-omp. Greomp dioc’h skouer Job ; pa glevaz ar c’helou e voa mare he vipien, e lavaraz hep klemm : an Aotrou en devoa roet anezho d’in, an Aotrou en deuz ho lamet digan-en ; ar pez a fell d’ezhan eo hag ar pez a fell d’in-me ive ; ra vezo bepred meulet he hano ! »

15. — Bez’ e tleomp en em lakaat da c’houzanv pep tra hep klemm ha da ziskouez hor c’harantez e-kever Doue, o choum e peoc’h daoust da c’hoaperez ha da zismeganz an dud. Pa deu eun ene d’en em rei holl da Zoue, Doue neuze a laka anezhan da veza disprizet ha gwall-gaset. Eun eal a deuaz eun dervez da gaout an den euruz Herri hag a lavaraz d’ezhan : « Herri, bete vreman ho peuz en em gastizet hoc’h-unan, evel ma kavac’h mad, hiviziken ar re all a gastizo ac’hanoc’h d’ho zro. » Antronoz, enn eur zellet dre ar prenestr, e welaz eur c’hi o trailla hag o tispenn eun tamm pillou, ha rak-tal an den euruz-man a glevaz eur vouez o lavaret d’ezhan : « Evel-se ive an dud a zispenno da vrud ha da hano mad. » Herri a ziskennaz

dioc’h-tu, a gemeraz an tamm pillou hag

11*