Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/190

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 188 —

Evel-se a c’hoarvezaz hep dale gant ar marc’hadour ; rankout e voe d’ezhan dilezel kement tra en doa evit paea he zle, ha goude-ze e voe paour, bete ma varvaz. Sant Loiz Gonzaga lavare ive ne voa netra evit rei da anaout gwelloc’h e voa eun den galvet da veza euruz, evit gwelet anezhan o kenderc’hel da gaout doujanz Doue e-kreiz ar c’hollou hag an ankeniou.

14. — Eun dienez eo ive hag evel eur baourentez an diouer a vez euz ar gerent hag euz ar vignouned, pa varvont. Dre-ze, ez eo arabad d’e-omp klemm, pa gollomp anezho, red eo d’e-omp enn enep lakaat neuze a galoun vad hon doan etre daouarn Doue. Eun darn dud zo ha pa varv unan-bennag euz ho c’herent pe euz ho mignouned, ne d-euz den e-bed evit ho dizoania nag ho dic’hlac’hari ; pellaat a reont dioc’h an holl, ken doun eo ho glac’har, n’int neuze evit gouzanv netra, ha diez eo zo-ken da dud ho zi beva gant-ho. Goulenn a ran out-ho ha da biou e fell d’ezho plij out e gwirionez, oc’h ober evel a reont ? Hag hen a ve da Zoue ? — Doue a fell d’ezhan e ve kavet mad ar pez a ra. Ha plijout a raint-hi d’an eneou emaint bemdez o ouela war ho lerc’h ? Mar d-ema an eneou-ze enn ifern, ho deuz kasoni hag heuz ouz-hoc’h hag ouz ho taelou ; mar d-emaint er baradoz, e karfent kentoc’h gwelet trugarekaat an Aotrou-Doue, ha mar d-emaint er purgator ez eo gwelloc’h pedennou evit daelou d’ezho. Er purgator, an eneou a gar gwelet e peder evit-ho hag ec’h en em lakear evit-ho da garet ar pez.