Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —

deomp. — Da be-leac’h, eme he ziskiblien ? — Da vervel war ar groaz evit an dud. »

15. — Den ne ve evit kredi peger flamm ha peger kre eo tan ar garantez a zo e kaloun Jezus. Ma vije bet eur gourc’hemen d’ezhan mervel kant gweach el leac’h eur weach, kant gweach e vije bet marvet evit an dud, kement e kare anezho ; hag el leac’h mervel eur weach hep-ken evit an holl, ma vije bet eur gourc’hemen d’ezhan mervel evit pep-hini anezho, evit pep-hini e vije bet marvet. El leac’h choum beo epad teir heur oc’h ar groaz, ma vije bet red d’ezhan choum out-hi bete deiz ar varn, enn he galoun e voa a-walc’h a garantez evit gouzanv epad keid-all a amzer. Bez’ e c’heller eta lavaret e voa kalz brasoc’h karantez Doue evit na voa he boaniou. O karantez va Doue, ha c’houi a zo braz, ha brasoc’h zo-ken evit na c’houfe den kredi, o welet ac’hanoc’h, va Jezus ! Ho koad hag ho kouliou, evit-ho da ziskouez anat ez eo braz ho karantez, ne ziskouezont ket e gwirionez petra eo hed-da-hed ; ar gouliou-ze a ziaveaz ne d-int netra e-skoaz da dan-flamm ar garantez a zo diabarz ho Kaloun Zakr. Rei ar vuez evit eur mignoun a zo diskouez d’ezhan ar garantez vrasa ; kement-se ne d-eo ket c’hoaz a-walc’h da Jezus-Krist evit diskouez he holl garantez.

16. — Ar garantez-se a zistag an holl eneou mad dioc’h an traou krouet hag ho c’has er-meaz anezho ho-unan. Ac’hano e teu d’ezho an er-ze, ar garantez vras-se hag ar c’hoant ho deuz da veza merzeriet, an dudi ho deuz e-kreiz