Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/189

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 187 —


13. — Karet ar baourentez a zo red dreist pep tra d’ar re a zo eat euz ar bed evit en em rei da Zoue, me lavar d’ar re holl a zo en em c’hwestlet da veza paour. Kalz a zo enn ho zouez hag a fell d’ezho beza paour, ne fell ket d’ezho avad dioueret an distera tra : enn hevelep doare, evel a lavar sant Fransèz a Zal, ma karont enor ar baourentez hep gallout gouzanv he dienez. An neb a fell d’ezhan heza paour, hag a glemm evit eun diouer-bennag en deuz, a laka an elez hag an dud da c’hoarzin goab d’ezhan. Ar gwir relijiuzed a gar muioc’h ar baourentez evit ar pinvidigèsiou. Merc’h an Impalaer Maksimilian, leanez santez Klèra, he hano c’hoar Mac’harid ar Groaz, a en em gavaz eun dervez dirak he breur, Albert, eur zae benseliet gant-hi ; hag hen souezet oc’h he gwelet enn doare-ze, a lavaraz d’ezhi : « Ne zeree ket oud eul leanez a-wenn huel evel-d-hi, beza gwisket ken dister ha ma voa. » « Gouezit er-vad, va breur, eme al leanez vad, ez oun laouenoc’h gant an tamm pillou-man enn dro d’in, eget na d-eo ar rouanez gant ho gwiskamanchou skarlek. » Euruz eo an eneou, eme santez Mari Madalen à Bazzi, a zo distag dre ar baourentez dioc’h kement tra a zo ; lavaret a c’hellont : va Doue, c’houi hep-ken a zo vra za ha va holl zenzor. Santez Thereza e devoa bet meur a aluzen digant eur marc’hadour; lakaat a reaz lavaret d’ezhan e voa skrifet he hano e levr ar vuez, hag evit diskouez e voa gwir a lavare, e kollje a-barz nemeur, eme-z-hi, ar madou en devoa er bed.