Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/188

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 186 —

seul-vui e karfe kaout, ne d-eo ket evit karga he galoun. Ar paour a-vad, laouen gant he dra, a zo atao enn he eaz, rak dre n’en deuz c’hoant a netra, en deuz ive pep tra.

12. — Jezus-krist a lavaraz eun dervez d’ar verc’h euruz Anjelina Foligno : « Ma na vije ket bet mad ar baourentez, ma na vijen ket bet ganet ha marvet paour, neuze me n’am bije ket bet lezet anezhi d’ho lod gant va diskibien ha gant ar re am beuz dibabet hag a garan. » Paourentez Jezus-Krist e deuz lakeat ar zent da garet kement ar baourentez : klask kaout danvez ha rastellat madou a gas da goll eneou a vagadou. Evit dastum madou a vern, madou a dremen evel moged, e koller Doue, ar mad dreist pep mad, ar mad a bado da viken. Ha pegen diskiant eo an dud ! Sant Bazil, merzer, a voa fur a-vad : pedet e voe gant an Impalaer Lisinius da nac’h he Zoue, evit beza lakeat da velek braz war beleien an doueou faoz, hag e lavaraz : « Ha pa rofac’h d’in ho rouantelez holl, n’am digollfac’h ket, na tost zo-ken, euz ar pez a gemerfac’h, ma lakafac’h ac’hanoun da goll va Doue. » Gant Doue e tleomp kaout a-walc’h, bevomp gant an nebeud a re d’e-omp, bezomp laouen e-kreiz hor paourentez ha gant an diouer a zo oc’h he heul, oc’h ober kement-se, e raimp hor mad. Kalz a dud a zo paour, hag o veza ma fell d’ezho beza pinvidik, ne dennont vad e-bed war he ene, Pak, eme zant Bernard, ar mad a den euz ar baourentez n’ema ket o veza paour, hogen o karet ar baourentez.