Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/187

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 185 —

beva hep-ken e Doue, gant Doue hag evit Doue. Ma n’hor beuz ket a c’hoant da zilezel madou an douar, da vihana, bezomp laouen gant ar pez hor beuz hag er stad ma ’z omp lakeat gant Doue, na glaskomp ket anaout madou a dremen, klaskomp madou gwelloc’h, madou a bado da viken. Lakeomp stard ha doun enn hor spered ar pez a lavare santez Thereza : « Seul-vihanoc’h e vezo bet hon tra er bed-man, seul-vrasoc’h e vezo hor lod enn nev. »

11. — Sant Bonavantur a laka ez eo ar madou hraz euz ar bed-man hevel oc’h pok a vir oc’h an ene da nijal war-zu Doue. Sant Iann Klimak a lavar, a bent all, ez a dre ar baourentez an ene rag-êeun da Zoue. Jezus-Krist a lavar d’he dro : « Euruz ar re baour a galoun, rak d’ezho e vezo rouantelez Doue. » Evit ar seiz eurusded all a gomz Jezus-Krist anezho, ne lavar ket rei d’ezho an nev, nemet pa vezo deut an amzer. « Ar re baour a-vad, eme-z-han, ho devezo dudi an nev, a-vrema, enn ho c’haloun, eun tanva dudiuz euz ar baradoz war an douar, gant na c’hoantaint ket madou ar bed ha ma vezint laouen, o kaout a-walc’h gant ho boed hag ho gwisk. » O paourentez euruz, eme zant Lauranz Justinien, gant-hi an den n’en deuz netra ha n’en deuz aoun rak netra, gant-hi laouen atao, pep tra zo-ken a zo founnuz d’ezhan, o veza ma ’z eo mad ha talvouduz d’an ene pep tra a ra poan hag a zo diez d’an den. An den piz a zo evel eur c’hlasker, dare gant an naoun : seul-vui en deuz,