Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —

karet gant-hi, ne glask nemet beza anavezet. Ne d-eo ket eta heb abek e lavare aliez sant Fransèz a Baol, dre ma selle oc’h ar groaz : « O karantez ! o karantez ! o karantez  ! » Evel-d-han, ni holl a dlefe lavaret ive, pa welomp Jezus stag oc’h ar groaz : o karantez ! o karantez hep ment e-bed !

11. — Ma na ve ket ar feiz o teski kement-se d’e-omp, piou a ve evit kredi e ve bet falvezet gant eun Doue Holl-C’halloudek, eun Doue euruz-meurbed ha mestr war gement so, karet an den gant eur garantez ker braz ma’z eo bet eat evel er meaz anezhan he-unan. « Gwelet hor beuz ar Furnez he-unan, ar Verb a zo hag a vezo, evel kollet he skiant gant-han dre garet re an dud, eme zant Laurans Justinien. » Evel-d-han ive a lavare, eun deiz, santez Mari Madalen a Bazzi, eat a spered enn nev ha krog enn eur groaz koat : « Va Zalver Jezus, ho karantez ouz-omp a zo ker braz, ma kollit ho skiant. » Ia, va Jezus, lavaret a ran ha lavaret a rin ez oc’h deut diskiant, dre ar garantez ho peuz ouz-omp. « Nan, nan, ne d-eo diskiant Jezus, eme sant Denez, diskiant ne d-eo ket, o veza ne d-eo ket karantez Doue evit miret d’en em rei holl d’an hini a zo karet gant-han. »

12. — Ma sellfe piz an dud oc’h Jezus stag oc’h ar groaz, mac’h evesafent er-vad peger braz eo he garantez ouz pep-hini anezho, e tommfe ho c’halounou, eme zant Fransèz a Zal, oc’h tan-flamm ar garantez a zo kroget evit-ho e kaloun hor Zalver. Ha pegen euruz