Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —

groaz-se ; war-n-ezhi e varvin, evel ma ’z eo marvet va Doue. Eun tan hep-ken a losko ar c’hrouer hag he grouadur dister ; netra e-bed birviken ne raio d’in mont diout-han. o karantez Doue, va ene a glask hag a ziviz ac’hanoc’h evit-han da virviken ; deut, Spered-Santel, deut ha krogit em c’haloun tan glan ha santel ho karantez. Pe garet pe mervel, mervel da bep karantez all, evit beva gant karantez Salver an eneou. Grit ma kanin da virviken : bevet Jezus, Jezus a garan ! bevet Jezus va c’harantez ! Karet a ran Jezus a zo beo a-viskoaz da virviken.

9. — Jezus-Krist a gare kement an dud, ma en devoa mall da welet o tont an amzer ma varvche, evit diskouez d’ar bed peger braz e voa he garantez. Epad he vuez e lavare : bez’ e tlean beza badezet em goad, ha mall am beuz e ve deuet va amzer da vervel, evit ma roin da anaout d’an dud pegement e karan anezho. Evit-se sant Iann, o komz diwar-benn an nosvez ma ’z eaz hor Zalver enn he Basion, a lavar e c’halve Jezus ar mare-ze he amzer, o veza ne c’hoantea netra e-bed kement hag ar mare ma tlie mervel, evit rei d’an dud ar merk diveza euz he garantez, o vervel evit-ho war ar groaz, he ene beuzet enn eur mor a c’hlac’har.

10. — Ha petra a ioa eta o lakaat eun Doue da gaout c’hoant da vervel stag oc’h eur groaz, e-kreiz etre daou laer hag enn eun doare ker mezuz, enn noaz koulz lavaret ? Ar garantez. Ar garantez-se ne zell ket piou eo an hini a zo