Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —


7. — Eun dra souezusoc’h a zo c’hoaz  : Jezus a c’helle savetei ac’hanomp hep mervel hag hep gouzanv poan e-bed. Evelato, gwell eo bet gant-han kaout poan, beza goapeat ha disprizet, mervel zo-ken dre eur maro kriz ha mezuz, mervel war eur groaz evel eun den fallakr hag eun torfedour braz. Ha perak eta, pa ne voa ket red, ez eo bet falvezet d’ezhan kaout kemend-all a boaniou ? O veza ma kare ac’hanomp ha ma falveze d’ezhan diskouez d’e-omp peger braz e voa he garantez, o c’houzanv evid-omp ar pez n’en divije gouzanvet den birviken.

8. — Evel-se sant Paol, an Abostol braz, leun a garantez ouz Jezus-Krist, en deuz lavaret : « Karantez Jezus a c’hwask, a vroud ac’hanomp, evit rei d’e-omp da anaout ez omp dalc’het da garet muioc’h Jezus-Krist, evit ar garantez en deuz diskouezet o c’houzanv evid-omp, eget evit ar poaniou braz en deuz bet. » Sant Fransez a Zal a lavar war gement-man : « Gouzout en deuz Jezus-Krist, hon Doue, karet ac’hanomp bete mervel evid-omp war ar groaz, ha ne d-eo ket a-walc’h evit lakaat hor c’halounou evel dindan gwask, ha santout eun dra o voustra war-n-ezho hag o lakaat ar garantez da strinka anezho seul-vui ma vezont gwasket startoc’h ? » Kemeromp eta ar groaz, briataomp anezhi ha dalc’homp mad d’ezhi beteg ar maro, evit ma varvimp gant an Hini a zo falvezet d’ezhan rei he vuez dre garantez ouz-omp. Ia, briataat va c’hroaz a rin, a dlefe lavaret pep-hini ac’hanomp, ha birviken ne zilezin ar