Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/142

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 140 —

zentont ket oc’h Doue, a c’hellfe ive, evit gwir, en em zavetei er bed ; evelato e vezo diez d’ezho, dre n’ho deveuz ket digant Doue ar grasou ho divije bet, ma vijent bet eat d’al leac’h ma voant galvet. An teolojian Habert a gred : « An hini ne heuill ket ar stad a vuez ma ’z eo galvet da gaout, a zo, enn Iliz kristen, evel eun ezel distag dioc’h an izili all, ha dre-ze en devezo poan o c’hober ar pez a zo dleet d’ezhan hag oc’h en em zavetei. »

14. — « Ar stad ma ’z eo galvet an den d’ezhi er bed a zo, eme an tad Grenad, evel ar rod vraz a gas ar vuez enn dro : Eun orolaj, pa c’hoarvez an distera gaou gant ar rod vraz, a zistres holl. » E-kever mont d’ar baradoz e c’hoarvez evel-se ive : pa ne d-ear ket er stad ma vezer galvet d’ezhi, ar vuez holl a zo evel distreset. Hag a dud iaouank o senti oc’h ho c’herent, n’ho deuz ket heuillet ho stad a vuez, ho deuz kaset ti ho zad war he benn, hag a zo, siouaz d’ezho ! bet eat goude d’en em goll ho-unan ! setu ama evit diskouez : Eun den iaouank, gant aoun da zisplijout d’he dad, a choumaz hep mont enn eur gouent, petra-bennag ma voa galvet d’ar stad-ze. A-benn eun nebeud amzer goude, e savaz eur gwall-rendael etre-z-ho diwar-benn eun dra-bennag ; hag ar map, goude laza he dad, a voe lazet ive evit eun torfed ken heuzuz. Eun den iaouank all, eat d’ar seminèr ha war an hent da veza belek, o tont nebeud-a-nebeud da laoskaat enn he bedennou hag enn he stad, en em laoskaz enn distro da vont da heul, c’hoantegesiou fall he