Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/140

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 138 —

ne glev berad, ne lavar grik ; evel-se ive eo an ene a zo karantez Doue enn-han evel pa ve oc’h he vesvi, koulz lavaret. Kollet en deuz pep skiant vad evit ar bed, ne fell d’ezhan sonjal nemet e Doue, enn eur ger, bez’ e fell d’ezhan e ve da Zoue he holl oberou hag he holl garantez. Er ganaouen Zakr, Jezus-Krist ne fell ket d’ezhan e ve dihunet he vuia-karet, da lavaret eo an ene mad a gar anezhan hag a zo kousket enn he garantez. Ar c’housk-se, eme zant Bazil, ne d-eo nemet eun ankounac’ha a galoun vad a ra bemdez an ene euz an holl draou krouet, evit en em rei da Zoue hep-ken ha gallout lavaret gant sant Fransèz : Va Doue, ha petra eo ar pinvidigèsiou, ar c’hargou ha madour ar bed ? c’houi hep-ken, o va Doue, c’houi a zo va holl zenzor. Deskomp eta pegen nerzuz eo ar c’homzou-man : « Va Doue, ha va holl mad  ! » Eun ene hag a gar Doue ne d-euz d’ezhan komz e-bed hag a ve kaeroc’h ha gwelloc’h da lavaret aliez.

11. — Evit dont da veza, e gwirionez, a-unan gant Doue, ez eo red eta d’an den en em zistaga a-grenn dioc’h an holl draou krouet ; red eo ive e paouesfemp da garet hor c’herent evel ma reomp. Jezus-Krist en deuz lavaret : « Piou-bennag a den david-oun ha ne gasa ket he gerent, ne d-eo ket evit beza diskibl d’in. » Ha perak ar gasouni-ze ouz ar gerent ? O veza n’en deuz ket aliez hon ene gwasoc’h enebourien. Sant charlez Borome a voa he c’her lavaret : e tigreske he zoujanz Doue pep tro ma ’z ea da di he gerent. An tad Anton