Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 134 —

veza ma ’z eo red e vent priejou eur roue ken oazuz mar fell d’ezhan ec’h en em ankounac’hafent zo-ken ho-unan. » Santez Mari Madalen a Bazzi a lamaz eul levr mad digant unan euz he c’hoarezed nevez, dre ’n abek ma kare a re al levr-ze. Beza ez euz tud hag a ra bemdez ar beden a galoun ; mont a reont dirak ar zakramant ha tostaat aliez oc’h an daol zantel, ha dre ma ’z int touellet gant ho c’harantez ouz traou an douar ne d-eont nemeur war gresk er mad. Epad ma kendalc’hint da veva er c’hiz-se, e vezint atao enn dienez euz ar c’hras ha war nez-taol da vont da goll.

6. — Red eo eta, evel ar Roue David, pedi an Aotrou-Doue da zistaga mad hor c’haloun dioc’h an douar, rak anez ne vezimp biken evit beza holl da Jezus. Jezus-Krist he-unan en deveuz lavaret ez eo red dilezel pep tra evit beza eur gwir diskibl d’ezhan. Dre-ze, tadou koz an dezerz, pa deue eun den iaouank-bennag da veva enn ho zouez, a c’houlenne out-ho ha goullo e voa ho c’haloun evit ma c’hellje beza karget leun gant ar Spered-Santel. Santez Jertrud, o pedi an Aotrou-Doue da rei d’ezhi da anaout petra en devoa c’hoant a raje, a glevaz eur vouez o lavaret : « Ar pez a fell d’in da gaout digan-e-hoc’h zo eur galoun hag enn-hi karantez e-bed ouz ar grouadurien. » Red eo eta lavaret a-greis kaloun da Zoue : Aotrou, gwell eo gan-en ho kaout eged na d-eo kaout iec’hed, madou, enoriou, meuleudi ; eget na d-eo zo-ken ar grasou hag ar madelèsiou a c’hellfac’h da rei d’in ; enn eur