Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/134

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 132 —

e-omp. Kement-se ne d-eo ket dre ourgouill, ne d-eo nemet o veza ma c’hoar er-vad ne d-euz nemet-han mad da veza karet er c’hiz-ze. Dre ma kar ac’hanomp muioc’h eget na c’houfemp lavaret eo e c’houlen hor c’harantez holl, ha ne fell ket d’ezhan e rannfemp hor c’haloun etre netra all e-bed hag hen ; hor c’haloun a zo he dra, hor c’haloun a dle beza d’ezhan hep-ken, ha mar deu da garet eun dra-bennag all, Doue neuze en deuz erez pe drouk koulz lavaret oc’h an dra-ze, eme an abostol sant Jakez, o veza ne c’houzanv ket e ve den na netra par d’ezhan, ha mar fell d’ezhan beza karet hen he-unan hep-ken. An Aotrou-Doue a c’halv he bried eul liorz kloz, o veza ma talc’h an ene en deuz karantez out-han prennet dor he galoun oc’h an holl draou a ziaveaz evit beza gant Jezus-Krist hep-ken. Jezus-Krist ha ne dalvez ket e ve d’ezhan holl garantez hor c’haloun ? A-viskoaz en deuz karet ac’hanomp hag hor c’haret a ra atao. Ar zent her goar er-vad. Sant Fransèz a Zal a lavare e tennje dioc’h-tu diwar dro he galoun, ha pa vije ar wazien vihana, ma vije evit gouzout ne devoa ket a garantez ouz Doue.

4. — Ar Roue David a c’hoantea kaout diouaskel evel ar goulm, me lavar eur galoun c’hlan ha distag dioc’h holl draou ar bed, evit nijal war-zu Doue ha mont da ehana war he galoun. A-leiz a dud a zo ive hag a garfe beza distag mad dioc’h an douar evit nijal war-zu Doue ; mont buan a rafent war gresk er mad, mar tistagfent a-grenn ho c’haloun dioc’h pep