Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —

d’ezhan ; lakaat ac’hanoc’h a raio da ober kement tra a gar Doue. »

2. — Ha penaos e vemp-ni evit miret na ve Doue karet gan-e-omp euz a greiz hor c’haloun ? A-viskoaz en deuz karet ac’hanomp. « Bugale an dud, eme an Aotrou-Doue, gwezit er-vad eo me am beuz karet ac’hanoc’h da genta. Ne voa ket c’hoaz ac’hanoc’h, ar bed-man holl zo-ken ne voa netra anezhan, hag evelato me a gare ac’hanoc’h. Ho karet a ran abaoe ma ’z oun Doue ; karet em beuz ac’hanoc’h abaoe m’am beuz en em garet va-unan. » Ne d-eo ket eta heb abek e lavare santez Agnez, pa voe kinniget eur pried d’ezhi : « Kement tra a zo krouet n’ho deuz gwir e-bed war va c’haloun ha netra da c’hortoz digan-en ; da Zoue, va Aotrou, en deuz va c’haret da genta, en deuz karet ac’hanoun a-viskoaz, d’ezhan hep-ken eo va holl c’harantez. »

3. — An Aotrou-Doue, o welet e vez gounezet kaloun an den gant ar madelesiou, a falvezaz d’ezhan rei kement anezho d’e-omp ma savche rag-êeun hor c’haloun war-zu enn-han. Setu perak e lavar : « Me a stage an den gant liammou ar garantez », hag al liammou-ze a zo ar vad a skuill war an dud. Digant Doue en deuz bet an den eun ene great hevel oc’h Doue he-unan, eun ene hag a c’hell kaout sonj, en deuz skiant ha gwesiegez. Digant Doue c’hoaz en deuz bet an den eur c’horf hag a zo skiantchou enn-han. Dre garantez oc’h an den eo ez eo bet great gant an Aotrou-Doue an nev, an douar, ar mor, ar menesiou, an traoniennou,