Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/111

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 109 —

Augustin a lavar ne ro Doue anezhi nemet d’ar re a bed anezhan. Setu perak ez eo bihan niven ar re zalvet, o veza ma ’z eo dibaot ar re a laka ho foan da c’houlenn digant Doue ar c’hras da genderc’hel er mad, beteg ho amzer divèza.

35. — An tadou santel euz an Iliz a lavar ez eo ar beden eun dra red da bep kristen, o veza ma ’z eo gourc’hemennet ha ma ’z eo eur pèc’hed marvel choum epad eur miz hep pedi an Aotrou-Doue evit ar zilvidigez. Ouc’h-penn-ze, red eo pedi evit ober ar zilvidigez, rak anez ar beden ne d-euz silvidigez e-bed evid-omp, ha setu perak n’omp ket evit beza salvet heb ar c’hras ; ha Doue ne ro ket he c’hras nemet d’ar re a bed anezhan. E peb amzer, e teu an temptasionou da zilammet war-n-omp, hag hor beuz da ziwall na gollfemp gras Doue. Evit miret eta oc’h eun droug ker braz ez eo red d’e-omp pedi hep paouez. An den evit en em zavetei, eme zant Thomaz, a dle pedi, pedi atao. Jezus-Krist he-unan en deuz lavaret ha sant Paol war he lerc’h : « Mar paouezomp pennad e-bed d’en em erbedi oc’h Doue, an droug-spered a vezo treac’h d’e-omp. » Petra-bennag, eme ar C’honsil a Drant, n’omp ket ac’hanomp hon-unan evit kaout ar c’hras da genderc’hel er mad, bez’ e c’hellomp evelato kaout ar c’hras-se dre ar beden. Santez Mari Madalen a Bazzi a lavar ouc’h-penn, pa c’houlennomp eur c’hras-bennag digant Doue, ez eo euruz hag anaoudek zo-ken o rei anezhi d’e-omp,

rak o veza ma ’z eo ar mad dreist pep

7