Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/110

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 108 —

c’hras a c’houlennomp digant-han. » Mar hor beuz diènez eta a vadou Doue, n’hor beuz tro da damall nemed-omp hon-unan, rak mar domp paour a vadou an ene ez omp paour dre m’hor beuz c’hoant da veza ; dre-ze, perak en defe an Aotrou-Doue truez ouz-omp, pa n’hor beuz ket hon-unan. Daoust ha perak, lavarit, e ve truez oc’h eur paour-keaz-den ha n’en deuz nemet goulen evit kaout digant eur pinvidik kement en deuz izomm, hag evelato a zo gwell gant-han beza paour, evel ma ’z eo, eget pedi an den mad-ze ha goulenn netra e-bed digant-han ? An Aotrou-Doue, eme an Abostol sant Paol, a binvidikaio piou-bennag en em erbedo out-han. »

34. — Doue a re pep tra d’ar beden, pa vez great gant eur galoun izel : kement ha ma ’z eo mad, kement ez eo ivez evit ar zilvidigez. Eun dra hag a anavez pep-unan eo, n’omp ket evit dont a-benn‘da drèc’hi an temptasionou, ma ne ro ket Doue d’e-omp an nerz hor beuz izomm da gaout. Pa zilamm an droug-spered war-n-omp gwasoc’h-gwaz, ar c’hras a ro Doue a-walc’h anezhi d’an holl, ar c’hras-ze ? mar pedfemp anezhan, a‘rofe ive d’e-omp nerz a-walc’h da stourm oc’h an droug. Hogen, dre ma ’z omp douget, siouaz ! d’hor gwall dechou, e vezimp trèc‘het, hag e vezo red d’e-omp kaout eur c’hras evit-se digant Doue. Ar c’hras-se a vez roet d’an hini a bed ; evit an hini ne bed ket a-vad, n’en devezo ket anezhi hag he ene a ielo da goll. Ar c’hras da vervel e karantez Doue a zo red da gaout evit beza salvet. Sant