Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/109

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 107 —

santel an Aoter ; ho karet a ra va c’haloun ha c’hoant e deuz ac’hanoc’h, deuit em ene, me a fell d’in beza gan-e-hoc’h ; grit d’in eta, me ho ped, na vezin ket evit pellaat diouz-hoc’h. Darn anezho a lavare evel-hen berroc’h : va Aotrou Jezus-Krist deut david-oun, c’hoant am beuz e teufac’h hag e vec’h gan-en, bezomp evel unan atao. Ar goumunion-ze a spered a c’hell beza great meur a weach hed an deiz, epad ma peder a galoun, epad ma vezer dirak ar Zakramant, epad an ofern ha pa gommuni ar beleg. Santez Anjelika ar Groaz a lavare : « Ma n’en devije ket va zad-kovesour desket d’in kommunia bemdez a spered, me a gav d’in n’em bije ket gellet beva. »

33. — Ar pemped hent hag an hini a zo red muia mont dre-z-han evit dont da veza santel, hag evit kaout karantez Jezus-Krist, eo ar beden. Epad ma pedomp, Jezus-Krist a re d’e-omp da anaout ar garantez vraz en deuz ouz-omp. Penaos eo diskouez ar vrasa karantez da eur mignoun, nemet o lavaret d’ezhan : va mignoun ker, goulennit digan-en ar pez a geroc’h, hag ho pezo anezhan. Setu, e gwirionez, ar pez a lavar an Aotrou-Doue d’e-omp. Hervez al lavar-ze, e c’hellomp anaout ez eo ar beden evit kaout pep vad digant Doue. « En dra ma kendalc’hoc’h da bedi, bezit fisianz, eme zant Augustin, e vezo Doue atao trugarezuz enn ho kever. » Sant Iann Krizostom a lavar ouc’h-penn : « Epad ma vezomp o pedi, hag a-raok ma paouezomp, eme-z-han, an Aotrou-Doue a ro d’e-omp ar