Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/108

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 106 —

rei holl da garet Doue bemdez muioc’h-mui. An hini, eme Jerson, ne dosta ket oc’h ar gommunion, o veza na en em gav ket santel a-walc’h, a ra evel an hini ne fell ket d’ezhan tostaat oc’h an tan, dre an abek ma en deuz riou.

31. — Hag a dud a zo ha ne gommuniont ket aliez, o veza ne fell ket d’ezho ren eur vuezègez welloc’h, hag en em zistaga dioc’h traou an douar. Gouzout a rear er-vad neb a ia da gommunia aliez ne dle ket en em ziskouez gant lorc’h, nag en em ficha kaer, ne dle ket beza douget d’he gof o klask atao he eaz ha karet an ebad. Gouzout a rear e ve red pedi muioc’h a galoun, kastiza muioc’h ar c’horf hag ar spered ha pellaat dioc’h ar bed. Gouzout a rear kement-se holl, hag enn abek da ze eo e vez mez o tostaat aliesoc’h oc’h an daol zantel. Evit gwir, tud ar seurt-ze ne dleont ket kommunia aliez, e-pad ma ’z eo ho ene klouar-klouar. Evelato, ez eo red d’ezho poania, muia ma c’hellont, da guitaat ar stad-ze, pa vezont galvet da eur vuez santeloc’h, rag-aoun na d-afent da goll.

32. — Evit derc’hel mad karantez Doue enn ene ne d-eo ket fall kommunia a spered. Ar goumunion-ze a zo bet kavet mad-meurbed gant ar C’honsil a Drant ; alia a ra da gommunia evel-se aliez. Ar gommunion a spered a zo kaout eur c’hoant vraz da gemeret Jezus-Krist e sakramant an Aoter. Ar zent ho deuz bet kommuniet a spered nousped gweach bemdez. Va Aotrou Jezus-Krist, a lavarent, me a gred emaoc’h e gwirionez e Sakramant