Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/107

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 105 —

seul-falloc’h a-ze e vezo ive stad hoc’h ene, rak heb ar gommunion e vezoc’h semploc’h hag e pec’hoc’h muioc’h. Sentit eta oc’h ho tad-kovesour ha list-hen d’ho kas ha d’ho ren evit ar gwella : ar pec’hejou dister ne dleont ket miret ouz-hoc’h da gommunia, pa n’ho peuz pèc’het nemet hep gouzout d’e-hoc’h. Ar pèc’hed brasa a rit eo choum hep senti oc’h ho tad-kovesour.

30. — Siouaz d’in ! va buez a zo bet direiz. Ha ne c’houzoc’h-hu ket eo an hini a zo ar gwasa klenved stag out-han eo en deuz ar muia ezomm euz al louzou gwella ? Jezus-Krist, e Sakramant an Aoter, a zo louzou mad an ene-ze. Va zad-kovesour, eme unan-bennag c’hoaz, ne lavar ket d’in kommumia aliesoc’h. Ne lavar ket d’e-hoc’h ? Neuze goulennit out-han, ha mar lavar d’e-hoc’h choum hep kommunia, grit evel a lavar ; e kement-se, goulennit out-han atao. Marteze e ve lavaret e ve dre ourgouill ? Ia da, dre ourgouill e ve, mar falvesfe d’e-hoc’h kommunia heb he ali ; hogen ne d-eo ket dre ourgouill, pa c’houlennit di-gant-han. Jezus a fell d’ezhan en defe an den naoun euz a vara an nev. Pa sonjer : hirio em beuz kommuniet pe warc’hoaz e tlean kommumia, ar zonj-ze a zo kre a-walc’h evit miret da bèc’hi, hag evit ober ar mad. Hogen, eme unan-bennag c’hoaz, ne gavan ket em c’haloun a-walc’h a garantez. Mar komzit euz ar garantez a domm ar galoun, ne d-euz izomm e-bed anezhi, ha ne vez ket roet atao gant an Aotrou-Doue d’an eneou a zo karet muia gant-han zo-ken. A-walc’h eo e fell d’e-hoc’h en em