Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 104 —

hon-unan, sevel aliez hor spered enn nev dre ar beden, kastiza hor c’horf hag hor gwall-ioulou dre ar binijen. Sant Fransèz a Zal ha sant Thomaz a zesk e c’heller kommunia bemdez, « pa vez, eme ar c’henta, trèc’het ann darn vuia euz an techou fall » hag, eme an eil anezho, « pa weler e c’heller, dre ar gommunion-bemdez, kreski enn ene nerz karantez Doue. » An Tad Santel ar Pab, Innosant unnekved, a lavar ne dle pep kristen kommunia nemet pa lavar d’ezhan he dad-kofesour, hervez ar mad a den enn ene dre ar gommunion. An eil dra zo en em lakaat e stad vad da gommunia hep dale. Evit-se ez eo red sonjal er-vad petra emaor o vont da c’hober ha neuze, dioc’h ar mintin, pedi a galoun epad eun hanter-heur da vihana.

28. — Evit lakaat ar gommunion da rei frouez mad enn ene, ez eo red ive trugarekaat Doue epad eun hanter-heur all. An tad Iann Avila, santez Mari Madalen a Bazzi ha santez Thereza a lavar ema, goude ar gommunion, an amzer vad da c’hounit grasou ar re vrasa, da c’houeza karantez Doue enn ene, hag ez eo arabad neuze koll eun amzer ker kaer ha choum hep lakaat an Aotrou-Doue enn eun tu gan-e-omp, rak neuze e tigemer mad an ene en deuz ive digemeret anezhan gant karantez.

29. — Eneou aounik a zo ha pa vezont aliet gant ho zad-kofesour da gommunia aliez a lavar d’ezhan : ne gav ket d’in e ven enn eur stad vad a-walc’h. Ha ne c’houzoc’h-hu ket seul ma pellaoc’h dioc’h an daol zantel,