Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/105

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 103 —

tadou santel euz an Iliz ho deuz karet a-viskoaz e koumunije ar gristenien aliez, ha pa vije pep deiz zo-ken. Ar C’honsil a Drant en deuz lavaret ive e lamm ar gommunion pèc’hejou veniel an den hag e vir anezhan dioc’h ar pèc’hejou marvel. Sant Bernard a gred e vez, dre ar gommunion, torret nerz an tèchou fall, me lavar ar vuanegez ha c’hoantegesiou ar c’hik, hag ar re-ze a zo an daou bèc’hed brasa enn hon touez. Ar gommunion a brenn ginou an droug-spered hag a vir out-han da rei d’e-omp aliou fall. Sant Iann Krizostom a zesk d’e-omp e teuomp, dre ar gommunion, da veza douget d’ar fumez ha neuze e vez mall gan-e-omp ober ar mad, e vezomp e peoc’h hag e kavomp eaz kerzet rag-êeun dre hent ar zantèlez. Ne d-euz sakramant e-bed hag a c’houez kement enn eneou tan karantez Doue evel Sakramant an Aoter. Er zakramant-se, Jezus-Krist en em ro holl d’e-omp, evit ma vezimp-ni ive holl d’ezhan dre ar garantez. Setu perak e lavare an tad Avila : « An hini a vir oc’h ar gristenien da gommunia aliez a ra enn ho c’hever evel an droug-spered ; hennez n’en deuz kement a gasouni oc’h ar zakramant-se nemet o veza ma ro d’an eneou eun nerz vraz evit kreski karantez Doue enn ho. »

27. — Evit tostaat oc’h an daol zantel, evel ma ’z eo dleet, daou dra a zo da ober a-raok. Ar c’henta zo en em lakaat e stad vad da gommunia aliez ha bemdez zo-ken. Evit an dra-ze, ez eo red en em viret dioc’h kement zo direiz, dioc’h pep pèc’hed a reomp ac’hanomp