Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/103

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 101 —

re nebeud. Neb a ziles ar beden a galoun, evit en em rei holl d’ar studi, a ziskouez n’ema ket o klask an Aotrou-Doue, ne glask neuze nemet-han he-unan. An hini a glask an Aotrou-Doue a gar gwelloc’h paouez da studia, pa c’hell, evit en em rei d’ar beden a galoun.

24. — Ar gwasa zo eo ne d-euz peden vad e-bed, pa ne zav ket ar spered war-zu Doue ; ha koulzkoude ar beden a zo red d’an hini a fell d’ezhan ober he zilvidigez. Penaos e c’hellomp-ni derc’hel mad d’ar garantez, ma ne ro ket Doue d’e-omp ar c’hras da genderc’hel er mad, ha penaos e roio Doue d’e-omp ar c’hras-se, ma na c’houlennomp ket anezhi digant-han ? Evit he goulenn er-vad eta ez eo red pedi a galoun, rag anez n’omp ket evit komz e doare e-bed oc’h Doue, na lavaret d’ezhan rei d’e-omp ar c’hras hor beuz izomm da gaout. Heb ar beden a galoun, ez eo diez d’an den anaout izommou he ene, anaout e pe stad fall ema ha gouzout ez aio da goll, ma na ziouall ; heb ar beden, ken nebeud, ne d-euz galloud e-bed evit beza treac’h d’an temptasionou. Setu eta petra c’hoarvez : ne anavezer ket ez eo red d’ar spered sevel war-zu Doue dre ar beden, neuze e choumer hep pedi tamm hag ez ear war ar penn da goll.

25. — Gwelomp brema diwar-benn petra ez eo red e savfe hor peden war-zu Doue. Ar gwella tra evit ober mad ar beden a zo sonjal er finvesiou divèza, er maro, er varn, er baradoz, enn ifern. Sonjomp dreist holl er maro ha

lakeomp ez omp gourvezet war eur gwele ha

6*