Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/102

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 100 —


23. — Ar beden a galoun a laka an den da gaout c’hoant da veza he-unan evit komz gwelloc’h a-ze oc’h Doue, hag evit gellout derc’hel gwelloc’h ar galoun stum enn-hi he-unan, e-kever an traou a-ziaveaz a zo red da c’hober. An traou-ze a zo labour eun tiegez hag al labourou all a zo red da ober evit senti oc’h ar re ho deuz da welet war-n-omp. Eun den hag a gar er beden a galoun, a dle karet ive al leac’hiou distro, evit miret na ve distroet he spered gant traou ar bed, rak anez ne vezo ket evit en em zestum enn-han he-unan, nag ive kenderc’hel da veza a-unan gant Doue. An ene a gar Jezus-Krist a dle beza hevel oc’h eul liorz, kloz a bep tu, hep na ve netfa grouet evit mont e-barz ; er meaz anezhan e choum ar zonjou, ha kement tra n’ho deuz perz e-bed e Doue. Den ne deuio da veza sant, ma talc’h he galoun digor da gement-se. Ar zent a zo atao ho spered destumet enn-ho ho-unan, e pep tra a reont evit gounit eneou da Zoue : a-greiz prezeg, kofez, pe studia. Kalz a dud a zo hag a labour evit beza gwisiek ha morse ne deuont da veza na santel na gwisiek, rak ar wisiegez wirion a zo gwisiegez ar zent, da c’houzout eo, karet Jezus-Krist. Euz a garantez Doue, evel euz eun eienen, e tarz ar wisiegez hag an holl vadou. An tad Berkmanz a gare studia-meurbed, evelato ne falvezaz ket d’ezhan e vije ar studi evit miret out-han da wellaat e furnez Doue. Eur beleg a zo red d’ezhan beza desket, dre man tle deski lezen Doue d’ar re all ; e kement-se ez eo arabad ankounac’haat ar ger-man : na re na