Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/101

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 99 —

he holl c’hoantegesiou fall. « Birviken, eme zant Loiz Gonzag, birviken ne vezo santel an den e gwirionez ma ne dro bepred he spered war-zu Doue dre ar beden » ; evesaomp mad oc’h ar c’homzou diveza-man.

21. — Arabad ec’h en em lakafet da bedi enn doare-ze, nemet evit santout hep-ken ar zaour vad hag an dousder a zo e karantez Doue ; koll an amzer a ve great hep gounit nebeud a dra. Pedi a galoun a dleomp evit plijout da Zoue hep-ken, da lavaret eo, evit anaout ar pez a fell d’ezhan, hag evit goulenn digant-han ar c’hras da gas kement-se da benn. An tad Anton Torrez a lavare « e nij war-zu ar zantelez an hini a zoug he groaz, hep klask na kaout dizoan e-bed. » Ar beden a galoun, pa na deu joa e-bed d’he heul, a zo eun dra ha ne d-euz gwelloc’h d’an ene ; gwaz a-ze a-vad d’an ene a zilez ar beden-ze, war zigarez n’en deuz joa na dizoan e-bed diout-hi. « Choum hep pedi a galoun, eme zantez Thereza, a zo en em deuler war ar penn enn ifern, hep beza taolet gant an droug-spered. »

22. — Ar beden a galoun a laka spered an den da zevel aliez war-zu Doue. « An den en deuz eur gwir garantez, eme zantez Thereza, ne ankounac’ha morse neb a zo karet gant-han. » Setu perak ar re a bed a galoun ne baouezont da gomz euz a Zoue, o veza ma c’houzont er-vad e kar klevet ar re ho deuz karantez out-han o komz anezhan, hag o lakaat tan ar garantez a zo enn ho c’haloun da c’houeza e kaloun ho nesa.