Ous-penn ann hanter-re evit ho ezommou,
Hep sellet oc’h ar paour a zo enn ho c’hichen
Gant naoun-du o c’hlaouri, o c’hlaouri ken a iud,
Ar re holl a dremen, ar re-ze n’int ket tud,
Gwell ar chas evit-ho. — Goude ’ta lavaret
Penaoz euz a bell-bro e voant en em gavet
Ann eil gant egile, da veza reuzeudik,
Dre glask dont da veza euruz ha pinvidik,
Hor pevar den paour skuiz o prezeg, o vale,
Tostik-tost d’eur feunteun a azezaz neuze.
Eno, gant-ho rak-tal kuzul a zigoraz ;
Hag ar prins d’ann tri all diwar-benn ar re vraz,
Diwar-benn ar poaniou a stag out-ho bemdez,
Lavaraz meur a dra. Ann den diwar ar mez,
Ann tiek, na petrata ! a grede e voa gwell
Kas diwar ar spered ar poaniou-ze a-bell,
Ha dont hep damanti dioc’h-tu da labourat.
— « Klemm a rit, eme z-han, da betra klemm ve mad ?
» Dioc’h klemmou ne zistag nemet nec’h, poan spered ;
» Gwelloc’h ve labourat evit gounid ar boed.
» Labouromp ! Al labour zo eul louzou n’euz gwell
» Da barea dioc’h anken, da viret da vervel.
» Kaeroc’h eo al labour eget na d-eo komzou ;
» Heb al labour ar boed zo divlaz d’ar genou,
» Divlasoc’h d’ar galoun. » — Setu penaoz ann tiek
Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/96
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
79
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ