Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/94

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
77
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

        — « Ar vlaz a zo hervez ar penn,
        » Eme ’r c’higer, e daou c’her krenn. »

Komz ar c’higer ve mad, lakeet etre daou :
Evit darn ez eo gwir, evit darn ez eo gaou,
Rak aliez e weler pennou zo kaer meurbed
War gouzougou tud zo ar re falla er bed ;
E leac’h ez euz re all, divalo hag iskiz,
Hag a zo ho ene kaer evel heol ann deiz.
        Ne d-eo ket dioc’h doare ar penn,
        Dioc’h ar galoun eo mont d’ann den.
        Ne vez atao e ti ’r gened
        Nag ar furnez nag ar spered ;
        Ar pez a vez peurliesa
        Eo lorc’h, fouge e-kreiz netra.