Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/79

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
62
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

O welet o vont ’raok Marzin
Eur seurt pikol leon d’ar vilin.

E peb bro ez euz kalz a dud
Hag a zo treud e-skoas ho brud.
’Vel aered, enn nevez amzer,
Ma taolfe darn kroc’hen ho ler,
E ve anavezet a-bred
E pe benn ema ho spered.
Gant ann dra-ze n’en em douellomp,
Oc’h begik hor skouarn diouallomp !





ANN DEN DIAZEZ HAG ANN DIOU INTANVEZ


Paotred, plac’hed iaouank ha c’houi oll a zimez,
Kemerit hoc’h amzer, taolit, taolit evez !

      Eunn den war eunn oad diazez
      O welet he vleo deut glas-wenn,
      A ia eur zorc’henn enn he benn