Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/53

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
36
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ




AL LOUARN TAMALLET GANT AR BLEIZ
DIRAK AR MARMOUZ
————

Eur bleiz a lavare voa bet laeret he dra.
Eul louarn, he amezek, ne voa louarn ’vit netra,
’Vit al laeronsi-ze, pe voa gaou pe n’oa [1] ket,
A-zirak ar marmouz gant-han a voe galvet.
          Goude m’oe dispaket ar stal
          Ha digoret mad ar gabal,
          Eno neuze ann diou gevren
Enn em beillaz peb eil ker koulz ha breutaerien.
Dioc’h klevet ar marmouz ne voe gwelet biskoaz
Eur guden ’vel hou-man, kuden fuillet ker gwaz.


  1. Le verbe avoir n’existe pas en breton ; il est rendu, en cette
    langue, par la seconde forme impersonnelle (me am beuz) de beza,
    verbe réduplicatif, à l’origine, dans beaucoup de ses temps et
    marquant à la fois action et état, prouvé, clairement par o veza,
    pour étant et ayant ; par bet, pour été et eu. — Pour cette raison, si j’écris n’oa pour ne voa, m’oe pour ma voe, ou d’autres formes altérées en usage, c’est uniquement par licence poétique.