Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
27
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ
AR C’HEREOUR HAG ANN DEN PINVIDIK
Eur c’here a gane hep paouez hed ann deiz,
Eunn dudi he welet,
Eunn dudi he glevet !
Bommou a zistage, euruz voa evel seiz.
He amezek a-vad d’ez-han, arc’hant eleiz,
Ne gane ket nemeur ha ne gouske berad ;
Pinvidik perfoun voa.
He-man, da c’houlou deiz, pa zerre he lagad
Gweachouigou da vorenna,
A veze dihunet gant kripin o kana.
Neuze e lavare : perak ne werzer ket
Ar c’housket,
Evel ar bara hag ar gwin,
Evel ar c’haol hag ann irvin ?
Gervel a ra ar c’hereour
Hag out-han e c’houlen :
— « Asa ! lavarit d-in, Gregor, dioc’h ho labour
» Petra c’hounezit-hu pep bloaz ? » —