Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/43

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
26
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

» Dre ali Paol-gornek o sutal em fenn zod,
» E peurjounn er prad-ze ledander va zeod.
» Me n’edounn ket em zra evit lavaret gwir. »
Dioc’h-tu e voe ar vlej war al loen blevek-hirr.
Eur bleiz, den a studi, a ziskouezaz displek
E voa deut ar c’hlenved diwar ar skouarnek,
Hag e tliet, ’mez-han, sevel hed he liven
Al loen-ze divalo, rouignek fall, diskroc’hen.
Laerez tra he nesa, ne voa gwasoc’h torfed !
Nemet dre ar maro ne vije ket gwalc’het ;
Eur vez voa he welet ! D’ar bed holl evit skouer
Voa red e vije roet. Lazet voe ar c’houer.

     Ar marvaill-ma d’ann holl ziskouez
Daou dra : ne choumfe ket gant kalz a dud ho buez,
          Ma ve krouget ann holl laeroun ;
Lakeat neb a garo he zourn war he galoun !
Ann eil dra a ziskouez : e vez lakeat ann den
          Aliez enn ti-barn du pe wenn
Dioc’h ann arc’hant a vez o soun enn he c’hodel,
Dioc’h ma vez hirr he zent, huel ha kre he gernel.