» Ar greun a had aze a ziwano, gresko,
» Ma na daolit evez, d’ar bern holl ho kaso.
» Gant-ho vo great stignou
» D’ho paka ’zruillajou,
» Lasou-rikl d’ho mouga,
» E berr : kant ha kant tra,
» A vo, war ann diskarr,
» Ho toan hag ho klac’har,
» A vezo, marteze, kiriek euz ho maro.
» Tec’hit eta affo
» Dioc’h ar gaoued, ar ber !
» Gwella c’houfac’h d’ober,
» Mar fell d’hoc’h va c’hredi,
» Eme ar wennili,
» Eo dibri ’nn had kanab. »
Anez-hi rejont goab ;
Nemet re a beadra
Er parkeier ne voa.
Deut glaz ar ganabek,
Ar wennili wisiek
Lavaraz a-nevez
D’al laboused dizent, penn-skanv ha dievez :
— « Tennit ’ta breunen ha breunen,
» Ar pez a zav war pep greunen,
» Pe ez efoc’h hep mar da goll,
Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/31
Mont d’ar merdeerezh
Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
14
MAVAILLOU GRAC'H-KOZ
