Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/23

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
6
MARVAILLOU GRAC’H-KOZ

Goullo gant-ho ho ialc’h, digor ho c’hrabanou
    Evit skrabat el leac’h ma’z euz.
Eno, enn dro d’ar Marc’h, setu c’hoari ha freuz
    O tigeri ’vit ann arc’hant.
    Hor goazed vad ha dizamant,
    Evit sacha mouniz d’ho bek,
    A grog e moue al loen lorc’hek,
A bleg d’ezhan he benn hag hen dalc’h krenn a za.
    He-man, o klask diwall he dra,
Toullet, reuget kik ha kroc’hen,
    E kreiz ann hent war he liven,
    A hirvoud hag a huanad :
    — « Hou-man zo d’in eur galounad,
    » Gwelet, ’me z-han, hep poan ebed,
» Ar Marc’h-se gant he gerc’h, ha me lazet, muntret. »
— « Mignoun, em’ egile, eunn dra eo zo anat,
» Beza enn eur garg huel e pep amzer n’eo mad.
« Ma vijez bet atao e ti eur miliner,
» E vijez, evel d-oun, brema iac’h ha seder. »

    mot ouroull me semble différent de horel, balle ou pierre qui sert au jeu de crosse. Ce jeu, comme beaucoup d’autres encore en usage dans nos campagnes armoricaines, parait remonter à une haute antiquité et n’être pas sans quelque rapport avec l’emblème que les anciens Gaulois représentaient sur leurs monnaies : une laie au pied d’un chêne.